Bwrdd Yr Iaith Gymraeg - The Welsh Language Board

Degemer mat war lec'hienn Genrouedad Ofis ar C'hembraeg, enni titouroù talvoudus ha dedennus war Gembre, ar c'hembraeg ha labour an Ofis e Kembre hag e lec'h all.

An Ofis a zo un aozadur a wir foran bet krouet gant Akta ar C'hembraeg 1993 ; e bal eo aesaat ha luskañ implij ar c'hembraeg. War al lec'hienn-mañ e vez diskouezet an doareoù liesseurt ma tremen an traoù. Diskouez a ra ivez penaos e c'hallit-c'hwi, evel tud prevez, embregerezhioù pe gevredigezhioù, ober gant ar yezh evit kinnig ur servij divyezhek.

Reizh-tre eo komz ouzhpenn ur yezh - ouzhpenn 60% eus poblañs ar bed a zo divyezhek evit gwir. M'ho peus c'hoant da zeskiñ kembraeg, desevel ho pugel e kembraeg, m'emaoc'h o labourat war ur raktres diwar-benn ar yezh er skol pe er skol-veur, pe m'ho peus c'hoant da c'houzout hiroc'h diwar-benn Kembre hag an divyezhegezh e kavoc'h ar respont war al lec'hienn-mañ .

Dre eskemmañ o skiant-prenet e c'hall deskiñ kalz ar c'humuniezhoù ma vez komzet yezhoù nebeutoc'h implijet pe vinorel, da soñj an Ofis, ha mall a zo warnomp kenlabourat gant an holl a striv da luskañ ar yezhoù-se. M'ho peus c'hoant da c'houzout hiroc'h diwar-benn hol labour, kasit ur postel deomp da [email protected]

Klikit amañ evit kenderc'hel ganti e saozneg

Klikit amañ evit kenderc'hel ganti e kembraeg